Penos o c’heus scuillet evidon oc’h oll oat,
Ha n’en deus graç ebed, na merit na pardon
Nemert dre ho maro, ha dre ho passion.
1.° Trugarecaat Jesus Christ dimeus hon Redamption. ha renti deân carante evid carante.
2.° Detèsti ar pec’het so bet caus de souffranço ha de varo.
3.° Unissan hon souffranço gant re hon Salver.
VII Quentel.
Voar ar Gredo.
5 Art. So bed disquennet dan Infernio, ha ressuscitet an drede de a varo da veo.
6 Art. A so pignet en Eên, hac azeet en tu deo da Zoue an Tad oll galloudec.
Disquen hon Salver el Limbo, hac e Resurrection.
G. Pellec’h e tisquennas hon Salver goude e varo ?
R. Disquen a eure dan Infernio.
G. Petra: signifi dan Infernio ?
R. Da laret e al Limbo, ellec’h ma oa an Tado Santel.
G. Piou oa an Tado Santel-se ?
R. Ar re oa maro en stat a c’hraç quent donedigues hon Salver.
G. Evid petra e c’hes hon Salver da gavet an Tado santel ?
R. Evid annonç dè ho Redamption hac ho delivranç.