Pajenn:Catechis, 1815.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
Catechis.


G. Pe da de e ressuscitas hon Salver ?

R. Ar sul Phasq dious ar mintin an drede de goude e varo.

G. Pegueit a chomas-an voar an doüar, goude e Resurrection ?

R. Daou uguent de evid instrui e Ebestel.

G. Pe da de e pignas-an en Eên ?

R. Ar Yaou Basq de Oel an Asçansion.

G. Penos e pignas-an en Eên ?

R. Pignal a eure corf hac ine dre e vertu e hunan.

G. Penos emân hon Salver breman en Eên ?

R. Azeet eo en tu deo da Zoue an Tad oll-galloudec.

G. Petra signifi ar c’homso-se, Azeet en tu deo da Zoue an Tad oll-galloudec ?

R. Da laret eo Jesus-Christ evel Doue, a so quen puissant hac e Dad ; hac evel Den, en deus mui a c’hloar hac a c’hallout evid an oll grouadurien.

G. Evid Petra e pignet hon Salver en Eên ?

R. Evid digueri dimp dor au Eên, beân hon Avocat, ha digaç ar Speret-Santel.

PROFIT.

1. ° En em rejouissan gant Jesus-Christ triomphant en he Resurrection.

2.° Huanadi aliès en treze ar Barados ?

————

VIII Quentel