VIII Quentel.
Voar ar Gredo.
7 Art. Ac’hane e teui da varn ar re veo hac ar re varo.
8 Art. Mên gred er Speret-Santel.
Ar Varn general, hac ar Speret-Santel.
G. HAc en a retorno c’hoas visiblamant hon Salver voar an doüar ?
R. Ya, de ar Varn general.
G. Pegouls e c’haruo de ar Varn ?
R. Ne ouzer nac ar c’houls паc an amser.
G. Petra raï hon Salver dimp-nîn de ar Varn ?
R. Ober dimp renti cont deus hon drouc hac hon mat.
G. Pessort setanç a roïo-ân dan dud Santel ?
R. Deut, Tud binniguet, da bossedi ar Rouantelès preparet dec’h a boue commançamant ar ded.
G. Pessort setanç a roïo-ân dan dud fall ?
R. Et pell diouzin Tud milliguet, da dan an Ifern gant an diaoulo ho consortet.
G. Laret a red e credet er Speret-Santel, petra eo ar Speret-Santel ?
R. An trede pherson eus an Drindet, guir Doue evel an Tad ac ar Map.
G. Pe da de e tisquennas ar Speret-Santel voar an Ebestel ?
R. Dissul ar Pantecost.
G. En pes form e tisquennas-ân ?
R. En form a deodo tan.
C