Pajenn:Catechis, 1815.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
Catechis.


PROFIT.

1.° Songeal aliès er Varn general.

2.° Invoqui aliès ar Speret-Santel, ha diouall de gonstristan dre ar pec'het.


IX Quentel.

Voar ar Gredo.

9 Art. Mên gred en Ilis Santel, Catholiq ; Communion ar Sænt.

An Ilis ha Communion ar Sænt.

G. Petra eo an Ilis ?

R. Аг bopl Christen unisset assambles dre ar memeus fe, hac ar memeus Sacramancho, ha gouvernet gant ar Pap ha gant an Esquibien.

G. Piou eo ar Chef [eus] [1] an llis ?

R. Jesus-Christ eo e Chef souveræn hac invisibl, hac e Chef visibl eo hon Tad Santel ar Pap, Viquæl-General da Jesus-Christ voar an doüar.

G. Pet Ilis so ?

R. Nen deus nemert eur guir Ilis en pehini epquen e c’heller en em sauvetaat.

G. Perac nen deus nemert eur guir Ilis ?

R. Abalamour nen deus nemert eur guir Religion hac eur guir Doue.

G. Pehini eo ar guir Ilis en pehini epquen e c’heller enem sauvetaat ?

R. An Ilis Santel, Catholiq, Apostololiq ha Romæn.

G. Perac eo hanvet an Ilis Santel ?

R. Abalamour ma eo Santel e Chef Jesus--

  1. Ouzhpennet diwar skouer an embannadurioù all. [Notenn gant Wikimammenn]