Pajenn:Catechis, 1815.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
Catechis.


G. Pehini eo an devotân sujet da ober Oræson à galon ?

R. Maro ha Passion hon Salver.

G. Leret din ar voïen da disqui ober er fat Oræson à galon ?

R. En em custumi de obeг muân ma eller.

G. Нac ên a ell an oll ober Oræson à galon ?

R. Ya, evid e ober ne renquer nemert graç Doue, eur speret hac eur galon.

G. Pessort avantach en deus an Oræson à galon ?

R. Beân eo an agreaplân da Zoue, hac ar profitaplân evidomp.

G. Perac eta ma ra quen neubeut à dud Oræson à galon ?

R. Abalamour neubeut à dud a sant ho phaourante spirituel.

PROFIT.

1.° Disque an necessite hac an ners deus ar beden.

2.° Disqui ar fæçon da ober Oræson à galon.

3.° Exhorti an oll de ober, dre exampl Jesus-Christ hac ar Sænt.


II Quentel.

Voar an Oræson vocal.

Explication eus ar Bater.

G. Petra eo ar beden à c’heno, pe an Oræson vocal ?

R. An hini a reomp da Zoue à c’heno hac a galon.