G. Pehini eo ar gaerân eus an oll Bedenno vocal ?
R. Ar Bater.
G. Piou en deus composet ar Bater ?
R. Hon Salver Jesus-Christ.
G. Pet goulen so er Bater ?
R. Seiz, pere a dle an oll da c’hout.
G. Leret ar Bater en latin hac en brezonec ?
R. Pater noster, etc. Hon Tad pehini so en Eên, etc. (er fin ar C’hatechis.)
G. Ous piou e consomp-nîn pa leromp hon Pater ?
R. Ous Doue.
G. Perac e hanvet-u Doue hon Tad ?
R. Abalamour men deus hon c’hrouet hac hon choaset evid e vugale.
G. Evid petra e leret-u hon Tad, ha non pas ma Zad ?
R. Evid disque an oll Gristenien a so breudeur.
G. Perac e leret-u Hon Tad pehini so en Eên, pa eo guir emân Doue dre oll ?
R. Abalamour an Eên eo an Tron dimeus e c’hloar.
G. Petra ch’oulennomp-nîn dre ar c’hentân goulen, ho hano beet sanctifiet ?
R. Goulen a reomp ma vo Doue caret, henoret, ha serviget gant ar bed oll.
G. Petra c’houlennomp-nîn dre an eil goulen, ho rouanteles deut dimp ?
R. Goulen a reomp digant Doue e c’hraç er bed-mân, hac e c’hloar er bed-all.
G. Petra c’houlennomp-nîn dre ân drede goulen, ho polonte beet groet voar an doüar evel en Eên ?
C4