Pajenn:Catechis, 1815.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
Treguer.



VI Quentel.

Exerciç eur Christen en pad an de.

G. PEtra dleer da ober pa gommancer eur labour bennac ?

R. Ober sign ar Groas, ha laret, ma Doue, mên ofr dec’h al labour-mân, reid voarnei ho penediction, mar plich guenec’h.

G. Petra dleer da laret pa souffrer eur boan bennac a gorf pe a speret ?

R. Laret, ma Jesus, mên ofr dec’h ar boan-mân evid henori ho maro hac ho passion.

G. Petra dleer da laret pa santer un dentation bennac ?

R. Laret ep dale da viana a galon, Jesus, ha Mari ma sicouret.

G. Petra dleer da ober pa santer beân coeet en eur pec’het bennac ?

R. Ober un act à gontrition ha covessaat quenta ma eller.

G. Petra dleer da ober quent ar repas ?

R. Ober sign ar Groas, ha laret, ma Doue, binniguet ar boët pehini e c’hân da guemer evid en em antreteni en ho servich.

G. Petra dleer da laret goude ar repas ?

R. Laret: Ma Doue, m’ho trugareca dimeus ar boet ameus quemeret evit en em antreteni en ho servich.

G. Petra dleer da laret pa dremener un Ilis el lec’h ma ve ar Sacramant ?

R. Laret : meulet da veo Jesus er Sacramant adorabl deus an Auter.