Pajenn:Catechis, 1815.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
Catechis.


G. Pet gourc’hemen en deus gred dimp-nîn an Autro Doue ?

R. Dec, pere a dle an oll da c’hout.

G. Leret gourc’hemenno Doue ?

R. Un Doue epquen a adori, etc. (en fin.)

G. Hac-ên so hini a c’hourc’hemenno Doue, impossibl da observi ?

R. Salocroas, nen deus hini, moïennant e c’hraç pehini a dleomp da c’houlen dre verito J. C.

G. Нac-ên so red mired oll gourc’hemenno Doue ?

R. Ya, ha mancout da unan, a so aoalc’h evid meritout an Ifern.

G. Petra bromet Doue dar re a viro e c’hourc’hemenno ?

R. Ar vue eternel.

G. Na dar re o zoro ?

R. £ur malheur eternel.

G. Leret-dîn an abrege a c’hourc’hemenno Doue ?

R. Caret Doue, ha caret an Nessân.

PROFIT.

1.° Laret Bemde Gourc’hemenno Doue, hac ober eur propos mat d’ho observi.

2.° Disqui dar re all Gourc’hemenno Doue.

3.° Pessort pec’het eo laret evellen : nallân quet miret da vont en coler, da doüet Doue.


II Quentel.

Voar ar c’henta gourc’hemen..

1. Un Doue epquen a adori,
Ha dreist peb tra oll a guiri.

G. Petra eo adori Doue ?

R. E aneveout hac e henori evel ar Mestr souveгæп.