G. Gred un act a Adoration.
R. Moc’h ador, Doue ma C’hroüer,
Moc’h ador, Jesus ma Salver;
C’hui eo ma Mestr ha ma Roue,
Ha dec’ h ôn tout corf hac ine.
G. Penos e adoromp-nîn an Autro Doue ?
R. Dre ar vertuïo Theologal, ha dre ar vertu a Religion.
G. Pet vertu Théologal so ?
R. Teir, ar Fe, an Esperanç, hac ar Garante.
G. Perac int-y hanvet Theologal ?
R. Abalamour ma conduont an ine directamant da Zoue.
G. Petra eo ar Fe ?
R. Un donæson digant Doue dre behini e credomp ennân, ha quement en deus revelet de Ilis.
G. Нac en so necesser ar Fe evid beân salvet ?
R. Ya, anes ar Fe eo impossibl pligeout da Zoue.
G. Gred un act a fe voar an oll guirioneo a fe generalamant.
R. Mên a gred ferm, ô ma Doue, etc. (en fin ar c’hatechis.)
G. Petra eo an Esperanç ?
R. Un donæson digant Doue dre behini e esperomp e c’hraç er bed-mân, hac e c’hloar er bed -all, dre verito Jesus-Christ hac hon œuvro mat.
G. Pere eo ar viço contræl dan esperanç ?
R. An disesperanç hac ar bresomption.
G. Leret dîn ar voïen da antreteni ha da grênvaat hon Esperanç ?
R. Ober erfat Oræson.
D