Pajenn:Catechis, 1815.djvu/53

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
Treguer.



III Quentel.

Voar an eil hac an drede Gourc’hemen.

2. Doue en væn па doui quet па netra all dimeus ar bed.
3. Ar Sulio Santel a vri evid Doue ma Servigi.

G. PEtra difen Doue ouzimp-nîn dre an eil Gourc’hemen, Doue en væn, etc. ?

R. Difen a ra ouzimp ar blasphemo, аr goal leoudouet, hac an droucpedenno.

G. Petra eo eur blasphem ?

R. Eur goms injurius da Zoue, dar Sænt pe dar Religion.

G. Petra eo touet Doue ?

R. Quemer Doue da dest.

G. Hac-ên so eur profit bras dan dud touet Doue ?

R. Salocroas, quent-se attirân reont oarne coler an Autro Doue.

G. Hac-ên oar ar Vugale ive touet Doue ?

R. Ya, couls hac a re vras, rac gante e tisquont.

G. Nep en deus touet ober un drouc bennac, obliget e-ân de ober ?

R. Salocroas, ober a raffe eur pec’het all.

G. Petra eo an imprecation pe drouc pedi ?

R. Souhæti drouc dimp hon unân, pe dar re all.

G. Pa ve gred vœu da Zoue, obliget oar de accomplissân.

R. Ya, mæs ne dleer quet ober vœuïo re vuân.

D2