G. En pet fæçon e c’heller ober gaou ous an nessân ?
R. En teir fæçon, o tomagi, o laëres, pe о viret e dra injustаment.
G. Hac-ên so aoalc’h covessaat ar gaou a ve gred ous an nessân ?
R. Salocroas, red eo restitui mar gueller, pe veân daonet.
G. Pegouls eo red restitui ?
R. Quenta ma eller.
G. Piou so obliget da restitui ?
R. Quement hini so bet caus d’an domach.
G. Nac an Usuillerien ?
R. Obliget int ive da restitui dindan boan a daonation.
G. Petra eo an Usuilleres ?
R. Ar profit a denner eus ar prest.
G. Obliget omp-nîn ive da ober an aluson ?
R. Ya, peb hini erve e zanve ha necessite ar Paour.
G. Hac ar re baour da betra int-y obliget ?
R Da veân contant eus ho stad, eр cavet anvi ous ar re all, ha da bedi evit ar re a ro deze an aluson.
1.° Explicân an obligation da restitui.
2.° Explicân da biou e tleer restitui.
3.° Disquoë an injustiç dimeus an Usuilleres.
4.° Disquoë an obligation da ober an aluson.