Pajenn:Catechis, 1815.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
iv
Abrege


G. Petra dleomp-nîn da gredi ?

R. An oll articlo a fe, ha principalamant ar re so er Gredo.

G. Petra dleomp-nîn da c’houlen ?

R. Ar pes so er Bater, hac er pedenno all aprouvet gant an Ilis.

G. Petra dleomp-nîn da ober ?

R. Ar pes so gourc’hemennet gant Doue, ha gant an Ilis.

G. Petra dleomp-nîn da receo ?

R. Ar Sacramancho.

G. Piou a dle ober ar c’hatechis en tuont dan dud a Ilis ?

R. An tado, ar mamo, ar mæstro, ar mæstreset hac ar re a ra scol.

G. Piou a dle assistâ er C’hatechis ?

R. Ar vugale, hac an dud vras pervuan.

G. Gred sign ar Groas en Brezonec ?

R. En hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel.

G. Petra eo sign ar Groas ?

R. Sign ar C’hristen.

G. Perac sign ar C’hristen ?

R. Abalamour dre sign ar Groas e anaveer eur C’hristen.

G. Ha nîn dle ober alies sign ar Groas ?

R. Ya, gant fe ha devotion.


II Quentel

Voar ar perfectiono divin.

G. PEtra a dleomp-nîn da gredi ?

R. An. oll articlo a fe, ha principalamant ar re so er Gredo.

G. Pet articl so er Gredo ?

R. Daouzec pere a dle an oll da c’hout.

G. Leret ar Gredo en Brezonec ?

R. Men gred en Doue, etc.