Pajenn:Catechis, 1815.djvu/60

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
Catechis


G. Hac-ên so pec’het bras detracti, nac ên guir пac ên gaou ?

R. Ya, rac an henor a so pretiussoc’h evid an arc’hant ac an aour.

G. Pec’het eo ive chelaou or goaldeodo ?

R. Ya, principalamant pa assanter gante.

G. Hac-ên so aoalc’h covessaat an detraction ?

R. Salocroas, red eo ive repari guellân ma eller.

G. An ini en deus drouc comset en gaou, petra dle-ân da ober ?

R. En em dislaret.

G. Petra signifi eur jugeamant temerer ?

R. Drouc songeal re vuan dimeus an nessân.

PROFIT.

1.° Inspira horreur ous ar guevier, hac an detraction.

2.° Beân guiriou en hon c’homso hacen hon œuvro.

3.° Disquoë an enormite eus an hypocrisi.



EXPLICATION.

A c’hourc’hemenno an Ilis.


VIII Quentel.

Voar ar c’henta Gourc’hemen.

1. Cleo devotamant penn-da-ben,
Вeр sul, bep goël an ofern.


An Ofern..

G. Hac-ên so aoalc’h miret Gourc’hemenno Doue evid beân Salvet ?

R. Salocroas, red eo ive miret Gourc’hemeno an Ilis.