Pajenn:Catechis, 1815.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
Catechis


G. Gant pessort intantion e tleer assistân en Ofern ?

R. Gant intantion an Ilis.

G. Pessort intantion neus an Ilis ?

R. Adori Doue, e drugarecaat, goulen e c’hraço, ha calmi e goler.

G. Gred un Act evid conformi oc’h intantion da hini an Ilis.

R. Mên ofr da Zoue ar Sacrifiç.
Gant intantion an Ilis,
Наc a desir communiân
Gant ar Belec en Ofern-mân.

G. Pehini eo guellân tra o ouffet da veditân ên pad an Ofern ?

R. Maro ha Passion hon Salver.

G. Pessort Act a leret-u er Goureo ?

R. Mên och ador, o ma Jesus,
Ho Corf sacr, ho Coat pretius ;
Quesset guenec’h betec an Eên
Homach ma c’horf ha ma ine.

G. Pessort Ofern a dleer da glevet dre breferanç, liessân ma eller ?

R. An ofern bred.

G. Leret dîn en daou c’hir dever eur Paroissien mat ?

R. Caret e Ilis Paros, ha respeti e Bastor hac e Veleïen.

PROFIT.

1.° Disquoë ar fæçon da glevet devotamant an Ofern.

2.° Explicân an excelanç hac an utilite dimeus an Ofern.

3.° Disquoë an obligation da assistân en Ofern bred, ha da frequenti an Ilis Paros.