Pajenn:Catechis, 1815.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
Catechis


G. Petra so red da ober evid yun ?

R. Ober abstinanç a guic, ha tremen gant eur pret bemde, hac eur golation leger dious an noz.

G. Nep ne-ell quet ober ar yunio voar ho heet, hac-ên so exant eus an oll,

R. Salocroas, peb hini a dle ober herve e c’hallout.

G. Petra gommand ar c’hoec’hvet Gourc’hemen, Da voëner quic, etc.

R. Ober abstinanç a guic da voëner ha da sadorn.

G. Perac da voëner ?

R. Evid henori maro hа Passion hon Salver.

G. Perac da sadorn ?

R. Evid henori ar Voerc’hes, hac en em prepari dar sul.

G. Ha-nîn so obliget da viret Gourc’hemenno an Ilis ?

R. Ya, гаc nep ne sent quet ous an Ilis hon Mâm, na ell quet beân guir vuguel da Zoue.

G. An Ilis hac-y a ell en em dromplân en e doctrin ?

R. Salocroas, abalamour ma eo assistet gant ar Speret-Santel.

PROFIT.

1.° Exhorti da goves ha da gommuniân aliès.

2.° Disquoë an obligation da obeïssan dan Ilis, ha de jugeamancho.

————