Pajenn:Catechis, 1815.djvu/67

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
Treguer.


G. Petra eo ar gourmandis ?

R. Un affection direglet da zibri, pe da ifân .

G. Petra eo ar goler ?

R. Un transport violant, hac un desir direglet d’en em vengi.

G. Petra eo an diegui ?

R. Un degout volontær eus ar vertu, hac eul lachete da ober hon dever.

G. Pehini eo ar c’henta remed ous ar pec’hejo capital ?

R. Praticân ar vertuïo contræl deze.

G. Pessort vertu so contræl dar superbite ?

R. An humilite.

G. Ha dan avariç ?

R. Liberalite.

G. Ha dal luxur ?

R. Chastete.

G. Ha dan anvi ?

R. Carante.

G. Ha dar gourmandis ?

R. Temperanç.

G. Ha dar goler ?

R. Dousder.

G. Ha dan diegui ?

R. Devotion.

PROFIT.

1.° Pec’hi a eller venielamant dre ourgouill, avariç, etc.

2.° En matier an impurete, ral eo ar pec’hejo veniel.

3.° Explicân vertuïo contræl dar pec’hejo capital.

4.° Studiân ha combatti ar pec’het mignon.

E