Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
Treguer.
G. Leret-din ar voïen da evitân poanio an Ifern ?
R. Songeal aliès en Ifern, hac evitân ar pec’het marvel.
G. Petra eo ar Barados ?
R. Eur plaç delicius hac a evurusdet eternel o voëlet Doue faç ous faç.
G. Petra so red da ober evid mont dar Barados ?
R. Observi Gourc’hemenno Doue, ha re an Ilis.
PROFIT.
1.° Peguen dangerus eo diferi ar gonversiom betec ar maro.
2.° En em jugea bemde dre an examen à gonscianç.
3.° Petra eo beân collet Doue ! Petra eo lesqui, disesperi, arragi, blasphemi, eternelamant.
4.° Barados ! ô caërân guir !
PEDERVET INSTRUCTION.
Voar ar pes a dleomp da reçeo.
I Quentel.
Voar ar Sacramancho en general.
G. PEtra dleomp-nîn- da receo ?
R. Ar Sacramancho.
G. Petra eo eur Sacramant.
R. Eur sign visibl dimeus ar c’hraç invisibl instituet gant Jesus-Christ evid sanctifiân hon ineo.
E2