Pajenn:Catechis, 1815.djvu/70

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
Catechis


G. Pehini eo ar sign visibl er Sacramant à Vadiant ?

R. An dour pehini a ouelc’h ar buguel, hac ar signifi ar c’hraç a deu er memeus amser da ouelc’hi e ine.

G. Piou en deus instituet ar Sacramancho ?

R. Jesus-Christ pa oa voar an doüar ?

G. Penos e c’hell ar Sacramancho rei dimp-nîn ar c’hraç ?

R. Dre verito maro Jesus-Christ.

G. Hac-ên a ro Doue e c’hraç da quement a receo ar Sacramancho ?

R. Ya, mar ho recevont evel ma eo dleet.

G. Нac ar re ho receo indignamant, pessort pec’het a reont-y ?

R. Ober a reont eur sacrilech.

G. Petra eo eur sacrilech ?

R. Eur brophanation dimeus un dra Santel.

G. Pet Sacramant so en Ilis ?

R. Seiz, Badiant, Confirmation, Pinigen, Sacramant an Auter, Noüen, Urs, ha Priedeles.

G. Pet dimeus ar Sacramancho ne eller da receo nemert eur voech ?

R. Tri, ar Vadiant, ar Confirmation, hac an Urs.

G. Perac ne eller receo ar tri Sacramant-se nemert eur voech ?

R. Abalamour ma c’himprimont en ine eur c’haracter pehini ne al quet beân effacet.

PROFIT.

1.° Trugarecaat J.-C. da veân instituet quellies à Sacramant evid hon sanctification.

2.° Inspirân un horreur vras ous ar sacrilech.