Pajenn:Catechis, 1815.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
Catechis


G. Petra eo eta ar Vadiant dre oat, hac ar Vadiant dre desir ?

R. Diou voïen da veân salvet en defaut ar Sacramant.

G. Hac-ên so necesser ar Vadiant evid beân salvet ?

R. Ya, anès ar Vadiant nen deus Barados ebed.

PROFIT.

1.° Renouveli promesseo ar Vadiant da viana eur Voech ar bla.

2.° Disqui ar foeçon da vadei.


III Quentel.

Voar ar Gonfirmation.

G. Petra eo ar Sacramant a Gonfirmation ?

R. Eur Sacramant a ro dimp ar Speret-Santel, ha ners da souten hon fe evel Christenien barfæt.

G. Hac-ên so necesser ar Gonfirmation evid beân salvet ?

R. Salocroas, mæs pec’het eо negligeân den receo.

G. Piou a ro ar Sacramant à Gonfirmation ?

R. An Escop.

G. Perac e ra an Escop eur groas voar an tâl, er Gonfirmation ?

R. Evit disquoë ne dleomp quet ruïan dimeus à Groas Jesus-Christ.

G. Perac [e] ro an Escop un tolic bian voar ar jod ?

R. Evid disquoë e tleomp beân prest da soufr an oll afroncho, hac ar maro memeus evid difen ar fe.