Pajenn:Catechis, 1815.djvu/73

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
Treguer.


G. Pessort disposition so red evid beân confirmet ?

R. Red eo beân en stad a c’hraç ha gout er fat ar c’hatechis.

G. Pessort pec’het a gommette nep a ve confirmet en stad à pec’het marvel ?

R. Commetti raffe eur sacrilech, ha ne receffe quet ar Speret-Santel.

G. Pegueit e renquer chom en Ilis goude ar Gonfirmation ?

R. Red eo chom da viana quen nen deve roet an Escop e venediction.

G. Da betra eo obliget ar re so bet confirmet ?

R. Obliget int da difen hardimant caus Jesus-Christ, ha da heuil maximo an Aviel.

PROFIT.

1.° Diouall da gontristân ar Speret-Santel dre ar pec’het.

2.° Eur C’hristen confirmet a dle beân eur soudard courajus da Jesus-Christ.



EXPLICATION

eus ar Sacramant a binigen.


IV Quentel.

Voar ar Gontrition.

G. PEtra eo ar Sacramant à Binigen ?

R. Eur Sacramant a effaç ar pec’hejo commettet goude ar Vadian.

E4