G. Gred un Act evid goulen ar c’hraç dimeus ar Gontrition.
R. Ma Jesus, dre ho Passion,
Reid eur guir glac’har d’am c’halon,
Наc eur propos ferm da viquen
Da veân fidel d’ho lezen.
G. Ouspen ar glac’har eta, eo red ive cavet eur propos ferm ?
R. Ya, rac ar propos ferm a so lot eus ar Gontrition.
G. Ar re a bropos bemde en em gorigeân ha ne reont quet, hac-y o deus eur propos ferm ?
R. An dra-se so quasi impossibl.
G. Hac-ên so mat ho c’hovesiono ?
R. Danger so na reont quellies à sacrilech.
G. Pegouls è anaveer ar re o deus eur propos ferm ?
R. Po gueler o c’hanch à vue hac o quitaat an occasion.
G. Leret-dîn ar voïen da derc’hel mat dar pes on heus proposet ?
R. Pedi Doue, quitaat an occasion, ha terri ar goal habitud.
G. Gred bremân un Act à Gontrition ?
R. Ma Doue, mên so glac’haret
D’ho peân quement offanset,
Abalamour d’ho madeles,
D’ho Majesté, d’ho Santeles.
Mên a brotest den em viret,
Gant ho sicour, ous ar pec’het,
Specialamant ous ar re
Ma ôn muân custum deze.
1.° Disquoë an necessite obsolu eus ar Gontrition.