Pajenn:Catechis, 1815.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
Catechis


G. Goude beân achüet ar govezion, petra dleer da ober ?

R. Achüi ar Gonfiteor, ha chelaou attantivamant ar C’hovezour.

G. Mar quef ar C’hovezour à propos differi dimp an absolven pe ar Gommunion, penos e tleer en em gomporti ?

R. Red eo obeissan humblamant dar C’hovezour en peb tra tout.

G. Hac-ên so mat à voezio ober covezion general ?

R. Ya, hac aliès necesser.

G. Petra dleer da ober goude ar govezion ?

R. Trugarecaat Doue, ha renouvelli ar propos ferm.

G. Petra leret-u dimeus ar re ne govessaont nemert eur voes ar bla ?

R. Laret à rân int tud negligeant no deus quet à soign eus ho silvidigues.

PROFIT.

1.° Disqui ar fæçon den em examinân, ha da govez.

2.° Diouall, mar de possibl, da discleria pec’hejo ar re all ?

3.° Disquoe da biou eo necesser ar govezion general.

4.° Exhorti da govessaat aliès.


VI Quentel.

Voar ar Satisfaction.

G. PEtra eo ar Satisfaction ?

R. Ar reparation dimeus an injur a га аr pec’het da Zoue ha dan Nessân.