G. Penos repari an injur a ra ar pec’het da Zoue ?
R. Dre ar binigen.
G. Pessort pec’het a ra eur penitant a receo eur binigen ep intantion de ober ?
R. Ober a ra eur sacrilech.
G. Нac ên so red ober ar binigen ordrenet gant ar C’hovezour ?
R. Ya, dindan Boan à bec’het.
G. Hac ên so aoalc’h ober ar binigen ordrenet gant ar C’hovezour ?
R. Salocroas, bue eur c’hristen a dle beân eur vue à binigen.
G. Red eo eta ober pinigen ?
R. Ya, rac hon Salver à lar, ma na reomp pinigen e viomp oll collet.
G. Leret-dîn an œuvro à binigen ?
R. Ar Yun, an Oræson, an Aluson, pere a hanver ive œuvro mat.
G. Obliget omp eta da ober œuvro mat ?
R. Ya, rac hon Salver a lar, ar voën ne dougo quet à freus mat, a vo troc’het ha strinquet en tan.
G. A bellec’h e tenn an œuvro mat ho merit ?
R. Eus à verito Jesus-Christ .
G. Ar re a varo en stad-vad quent achüi o pinigen er bed-mân, pellec’h eheont -y ?
R. Dar Purgatoar.
G. Petra eo ar Purgatoar ?
R. Eur plaç a boan destinet evit un amser dar re so maro en stat à c’hraç ha dleourien dar justiç divin.
G. Hac-ên a soufr an ineo poanio bras er Purgatoar ?
R. Ya, brassoc’h evid oll boanio ar bed-mân.