G. Perac an tri Pherson divin-se nen dint nemert ar memeus Doue ?
R. Abalamour no deus o zri nemert ar memeus natur divin, pe ar memeus divinite.
G. Pehini a ne o zri eo ar c’hossân, hac ar puissantan ?
R. Egal int o zri ên peb tra.
G. Penos e c’hell c’hoarveout ma int unan ha tri assambles ?
R. Eur Myster eo e dleomp da gredi ha da adorin ep gout penos e c’hell c’hoarveout.
G. Leret din bremân petra eo an Drindet.
R. Un Doue en tri Pherson distinct, an Tad, ar Map, hac ar Speret Santel.
G. Gred un act à fe voar Myster an Drindet.
R. Mên a gred ferm tri Pherson en Doue,
О zri distinct an eil deus eguile,
An Tad, ar Map, hac ar Speret Santel ;
Er greden-se e tesirân mervel.
IV Quentel
Voar Myster an Incarnation.
G. Piou eta en deus o croüet ?
R. An Autrou Doue.
G. Petra o c’heus-u bet digant ho crouer ?
R. Eur c’horf mortel hac un ine immortel.
G. Evid petra oc’hu croüet gant Doue ?
R. Evid e anaveout, e garet, hac e servigi er bet-mân, ha dre ze bean evurus gantan er bet-all.