G. Penos e c’hellomp-nîn ho soulagi ?
R. Dre an ofern, an œuvro mat, hac an Indulgeanç.
G. Petra eo an Indulgeanç ?
R. Ar remission dimeus ar boan damporel dleet dar pec’het.
G. Petra so red evid gonit an Indulgeanç ?
R. Red eo beân en stat à c’hraç, hac ober ar pes a gommand an Ilis evit se.
G. An indulgeanço hac-y a exant à c’hanomp da ober pinigen ?
R. Salocroas, mæs sicour a reont ar pec’her paour da beân e zle .
G. Hac-ên so dleet ive reparation d’an Nessân ?
R. Ya, mard ’eus gret gaou outân en he vado, en he henor, pe en he bersonnach.
G. Petra renquer eta da ober evid repari dan Nessân ?
R. Ober ar restitution,
Repari an detraction :
Rei exempl vat, goulen pardon,
Ha pardoni à greis calon.
1.° Ober ar Binigen en stad à c’hraç.
2.° Ofr al labour hac an oll boanio da Zoue, pinigen excelant.
3 ° Disquoe ar priç eus an oeuvro mat.
4.° Beân trueüs ous an anaon.