Pajenn:Catechis, 1815.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
Catechis


G. Gred un act à Humilite ?

R. Allas, allas, petra ôn-mê
Da dostaat ouzoc’h ma Doue !
Nen don nemert eur рec’heг quæs,
Mæs c’hui so leun à vadeles.

G. Gred un act à Desir ?

R. Ah pebes desir ameus-mê
Da тecео bага an Æle !
Disec’hân rân gant ar sec’het
О c’horto mon[e]t [1] dar banquet.

G. Petra dleer da ober goude ar Gommunion ?

R. Adori, trugarecaat, ha pedi Jesus-Christ en hon c’halon, ha beân devot ar rest an de.

G. Leret-dîn ar voïen da ober er fat hon oll Gommuniono ?

R. Ober peb hini à ne evel pa ve an dioeân dimeus hon bue.

G. Hac-ên so aoalc’h communia eur voës ar bla ?

R. Eur C’hristen mat ne læs quet queit-se e ine da yun.

G. Pegouls e-mân an obligation vrassân da gommuniân ?

R. Da basq hac en danger ar maro.

PROFIT.

1.° Explicâ an effejo dimeus ar Gommunion vat.

2.° Represanti an enormite dimeus ar Gommunion indign.

3.° Disquoë an obligation da gommuniân en Viatiq.

  1. Ret eo mont gant un "e" evit kaout an niver reizh a silabennoù. [Notenn gant Wikimammenn]