Pajenn:Catechis, 1815.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
Catechis


G. Petra eo ar Sacramant à Briedeles ?

R. Eur Sacramant a ro ar c’hraç dar priejo da vevân santelamant, ha da elevi santelamant ho bugale.

G. Petra represant ar Sacramant à Briedeles ?

R. Represanti ra an union so entre Jesus-Christ hac an Ilis è bried.

G. Hac-ên so permettet dar vugale dimei ên despet do zud ?

R. Ar sort dimeïo se peur-vuiân ne vent quet binniguet gant Doue.

G. En pessort stat e renquer beân evid receo ar Sacramant à Briedeles ?

R. Red eo beân en stat à c’hraç.

G. Petra dle daou bried da ober evid en em sanctifiân ?

R. En em garet, elevi er fat ho bugale, ha beân fidel an eil de guile betec ar maro.

G. Ar re so goal vue entrezë, petra dleont y da ober ?

R. Choas eur C’hovezour mat, ha goulenn ar c’hraç dimeus ar briedeles .

G. Ha nen deus quet eur stat-all parfætoc’h evid ar briedeles ?

R. Ya, ar stat à virginite.

PROFIT.

1.° Disquoë an effejo caër dimeus ar Sacramant à Noüen.

2.° Pedi evid an Dud à Iiis, ha goulen digant Doue Pastoret ha Beleïen vad.

3.° Recommandi ar vodesti en eureujo hac er banquejo à euret.


FIN AR C’HATECHIS.