Pajenn:Catechis, 1815.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
vjj
eus an Doctrin Christen.


G. Penos e veomp-nîn evurus gant Doue er bed-all ?

R. О sellet Doue, ous e garet, hac o jouissân eternelamant aneân.

G. Petra eo Jesus-Christ ?

R. An eil Pherson an Drindet, Map Doue incarnet.

G. Petra signifi en em incarni ?

R. Da laret eo, en em ober den.

G. Petra eo ta Myster an Incarnation ?

R. Eur Myster eo en pehini an eil Pherson an Drindet a so en em c’hroet den.

G. Leret dîn c’hoas pet Pherson so en Drindet ?

R. Tri, an Tad, ar Map, hac ar Speret Santel.

G. Pehini an tri pherson divin-se, a so en em c’hroet den ?

R. An eil Pherson, Doue ar Map.

G. An Tad hac en so ive en em c’hroet den ?

R. Salocroas.

G. Ar Speret Santel hac en so en em c’hroet den ?

R. Salocroas, Map Doue epquen, an eil Pherson an Drindet a so en em c’hroet den.

G. Pehano en deus Map Doue, pehini so en em c’hroet den ?

R. Jesus -Christ hon Salver, guir Doue ha guir den assembles.

G. Perac e-ân hanvet Salver ?

R. Abalamour men deus sauveteet a c’hanomp dre e varo er Groas.

G. Cals a obligation eta hon heus da J.-C. ?

R. Allas, panevert-ân e oamp oll collet.

G. Piou en defoa collet a c’hanomp-nîn ?

R. Hon Tad quenta Adam er Barados terrestr.

A iij