Pajenn:Catechis, 1817.djvu/101

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
Catechis

compre- dre ar guer a c’hle, a beini en em servich on Salver. N’en deus den na ell pec’hi, exceptet J. C. hac ar Verc’hes Vari, voar beini, eme S. Augustin, na dleer quet questioni pa ve comset eus ar pec’het, abalamour d’ar galite a vam da Zoue a beini eo bet enoret. Ar re, eme ar memes sant, a ra evel ma zeo dleet ar pempvet goulen eus ar Bater, a ve effacet o fec’hejo veniel ; ha mar deo marvel o fec’hejo, o deus ar c’hraç digant Doue da receo erfad ar sacramant a binigen ha da vezàn pardonet. Ar re a ra ar goulen-se gant cassoni en o c’halon a enep o nessàn, pe gant desir d’en em vengi, na bedont qnet, mæs prononç a reont o setanç ; rac laret da Doue o fardoni evel ma pardonont, eo laret dezàn o c’hondaoni, pa zeo guir ne bardonont quet ; ha J. C. e unàn en deus-àn laret. Ar pardon eta eus ar re o deus on offancet, eo ar gondition a-nez peini n'en domp na pardonet nac exaucet gant Doue.

Dre at c’huec’hvet goulen, na bermetet quet e coëssemp en dentation, e c’houlennomp bezàn preservet dious an dentation pe ar c’hraç d’e zrec’hi. Tenti a signifi alies eprouvi an den ; ar pez a ra Doue evit gout ha nin so fidel ; ar pez a ra Doue dre on afflictiono, ar c’hollo, ar c’hlenvet. Mæs an dentation peini a doug d’ar Pec’het, na deu quet a beurs Doue, ne apparchant nemet ous an diaoul hac e Vinistret voar an douar. Doue na doug den d’ar pec’het ; ur blasphem ve en songeal. An diaoul dre e finesseo, e valiç ; ar bed dre e voal exempl hac e vaximo corrompet, ar c’hicq dre e inclination fall on doug d’ar pec’het ha d’an dentation, ha Doue en permet ; ha dre ur justiç terrubl voar