Pajenn:Catechis, 1817.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
Treguer.

beini an dud na reont quet attantion, e c’habandon aneze d’an desir eus o c’halon ; accordi a ra memes deze er bed-màn pinvidiguez, henor, talant a bere e trouc-usont. Mæs ar bunition eternel a heuillo ar pompo insanset-se.

Bezàn tentet n’en deo quet pec’het. Ar vertu sortiet victorius a so carguet a verit dirac Doue. Na vezo curunet nemet an hini en defo douguet ar victoar. Combatomp eta : Doue ne bermet jamæs e ve tentet an den dreist e ners ; Hon sicour a ra, eme sant Augustin, evit ober ar pez a seblant impossubl dimp, on renta ra victorius dre e c’hraç. En em armomp eta eus ar fe a enep on ennemiet. Mar on deus ar malheur da vezàn trec’het, en em strincomp gant couraich ha confianç etre divrec’h J. C. Ma map, eme ar Speret-Santel, pec’het oc’h-eus-u ? Na bec’het quen, mæs pedet evit o pec’hejo tremenet, evit ma vezint pardonet dac’h. Sign ar Groas epquen groet gant fe, a so suffisant evit chasseal an drouc-speret.

Dre ar seizvet goulen, mæs on dilivret a bep drouc, e c’houlennomp bezàn dilivret a c’hriffo an drouc speret evel eus a bep sort pec’het hac eus ar poanio temporel, ar c’hlenvet, ar brezel, ar vocen, ar famin ha generalamant eus a guement drouc a ouffe aruout guenemp er bed-màn.

Amen.

En fin ar Bater hac ar pedenno-all a leromp Amen. Ar gue-se a so a langaich an Hebreanet, hac a signifi en guirionez, ze so evel-se, en desirout a ràn, quement-se da vezo groet. Er sacrifiç eus an Oferen eo ar Belec a lavar amen goude m’en defe laret ar bobl