Pajenn:Catechis, 1817.djvu/103

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
Catechis

mæs on delivret a bep drouc. Ar Belec, eme ar C’hatechis eus ar C’honcil a Drant, a lavar ar c’huec’h goulen eus ar Bater, ar bobl ar seizvet, peini so evel an abrege eus ar goulenno eus ar Bater ; ar Belec a respont en hano J. C. a beini e telc’h ar plaç evel mempr ha ministr eus an Ilis, ar guer a amen, evel pa lavarfe d’ar bobl penaus e zint bet ezaucet gant Doue dre vertu ar sacrifiç.

Ar pap Beneat pevarsec en deus accordet indulgeanç en faveur ar beden vocal ha mantal, ha memes en faveur ar re a deuo da disqui d’ar re igporant ar fæçon da bedi.

HISTOAR.

Amalec o velet ar Judevien sortiet eus an Egypt scouis ha tourmantet gant an naon hac ar sec’het, ep armo na guiscamant, en defoe ar grueldet d’o attaqui. E arme a voa crenv hac en nombr bras ; mæs Moyses bepret carguet a gonfianç en Doue a ordrenas da Josue quemeret en toez ar bobl ar re nerzussa ; mont a eure voar ar Menez gant Aaron ha Hur evit pedi ha goulen sicour an env. Discoe a eure penaus ar victoar a depant eus a Doue an armeo. Aaron ha Hur a remercas penaus epad ma telc’he Moyses e ziou-vrec’h goureet, e voa victorius Josue ; mæs ive p’o disquenne o vezàn squis, Amalec a c’honee. Ober a resont da Voyses ase voar ur mæn, hac e soutenjont e divrec’h. Josue en devoe ar victoar. Chetu a-se an ners eus ar beden groet mad. An eaul en em arret dre beden Josue. Ar prophet Eli a bed evit na vezo quet a c’hlao ; sec’ha a ra an douar a Israël epad tri bloas. Ar memes prophet a c’houlen dour, hac ober a ra glao voar ar memes