Pajenn:Catechis, 1817.djvu/104

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
Treguer.

douar punisset dre ar sec’hour hac an defaut. Jacob o c’hevita coler e vreur Esaü, scouis eus an hent, a laca ur mæn dindan e benn, hac a chom cousquet. Neuse e vêl ar squeul mysterius eus a beini ur penn a voa en env, eguile voar an douar. Doue a voa er penn huela ; Ælez a seve hac a disquenne san-cess er squeul. Quement-se a signifi an hast en deus an Ælez da gass on pedenno bete an Env, ha da digass ar graço hac ar c’honsolationo pere on deus goulennet. Pedomp eta a galon vad, goulennet hac e recefot, eme on Salver ; clesquet hac e quefot ; squeit voar an noor, hac e vezo digoret dac’h.



III. QUENTEL.

Invocation ar sænt, devotion d’ar Verc’hes.

G. HAc èn a so mat ive pedi hac henori ar Sænt ?

R. Ya, abalamour ma int mignonet da Zoue, ha ma ellont hon sicour dre ho intercession.

G. Petra so red da ober evit henori ar Sænt ?

R. Celebri er-fat ho Goëlio, hac imitàn ho vertuio.

G. Perac e c’henoromp-nîn imajo ar Sænt ?

R. Abalamour ma tigassont dimp memoar eus ar Sænt.

G. Piou eta a henoromp-nîn, pa saludomp ur Grucifi, pe Imaich ur sant benac ?