R. N’en de quet ar Portræjo a henoromp, mæs an hini so represantet dre ar Portræt.
G. Perac e henoromp-nîn Relego ar Sænt ?
R. Abalamour ma int portion eus a Gorfo Santel.
G. Piou eus ar Sænt a dleomp-nîn da pedi, ha da henori muyàn voarlerc’h Doue ?
R. Ar Verc’hes Vari, abalamour d’e c’halite a Vam da Zoue.
G. Pehini eo ar brassàn henor a ouffemp da ober dezi ?
R. Imitàn e vertuio.
G. Pere eo ar vertuio principalàn a dleomp da imitàn er Verc’hes ?
R. Ar garante, an humilite, ar chаstete.
G. Petra dleomp-nîn da c’houlen muyàn dre intercession ar Verc’hes ?
R. Ar pardon eus on pec’hejo, hac ur maro mat.
G. Нac èn so aoalc’h cavet un devotion benac dar Verc’hes evit bezàn Salvet ?
R. Salocroas, red eo ive bezàn guir serviger da Zoue.
G. Pehini eo ar vreuriez communàn instituet en enor d’ar Verc’hes ?
R. Breuriez ar Rosera.