Pajenn:Catechis, 1817.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
Treguer.


G. Leret ar pemp myster a joa ?

R. 1. E oë saludet ar Verc’hes gant an Æl. 2. E visitas e c’hininterv santes Elisabeth. 3. E c’hanas e Map. 4. En presantas en Templ. 5. En c’havas o tispud ous an Doctoret.

G. Leret ar pemp myster a gueuz ?

R. E c’huesas Jesus an dour hac ar goat. 2. E oe flagellet. 3. E oe curunet a spern. 4. E tougas e groas. 5. E oe crucifiet.

G. Leret ar pemp Myster ar c’hloar ?

R. 1. E ressuscitas hon Salver. 2. E pignas en Env. 3. E tisquennas ar Speret-Santel. 4. E oe douguet ar Verc’hes en Env gant an Ælez. 5. E oe curunet en Env gant an Dreindet.

Salud an Æl.

An Ave, Maria, pe salud an Æl a so hanvet er guis-se abalamour ma commanç dre gomso an Æl Gabriel d’ar Verc’hes pa annonças dezi e vise mam d’on Salver. Salud an Æl pe an Ave, Maria, a so composet a deir loden ; a gomso an Æl, a re santes Elisabeth hac a re on mam santel an Ilis.

Dre ar beden-se e veulomp Mari muya ma zeo possubl meuli ur grouadures, en ur lavaret dezi gsnt an Æl penaus eo leun a c’hraç, penaus emàn Doue ganti, hac eo biniguet dreist an oll groaguez. Dre gomso santes Elizabeth e trugarequeomp Doue ; rac en ur lavaret : biniguet eo Jesus ar froez eus ho corf, e trugarequeomp Doue da vezàn roet dimp Jesus dre Vari,