Pajenn:Catechis, 1817.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
Treguer.

guemer evit en em antreteni en o servich.

G. Petra dleer da laret goude ar repas ?

R. Laret : Ma Doue, m’o trugareca eus ar boet am eus quemeret evit en em antreteni en o servich.

G. Petra dleer da laret pa dremener un Ilis el lec’h ma ve ar Sacramant ?

R. Laret : meulet da vezo Jesus er Sacramant adorabl eus an auter.

G. Petra dleer da laret pa dremener ur chapel ?

R. Laret : Mên ho ped, Sænt ha Sænteset, da vezàn ma avocadet.

G. Petra dleer da laret pa dremener ur Groas benac ?

R. Mên ho salud, croas viniguet,
Ha quement croas a so er bed,
Balamour d’am salver biniguet
So bet er Groas crucifiet.

G. Petra dleer da ober pa glever an horoloch о son ?

R. Ober sign ar groas, ha laret : ma Doue, reit din ar c’hraç n’oc’h offanci jamæs.

G. Petra dleer da ober pa guesser ar Sacramant d’un den clanv ?

R. Mont gantàn, mar gueller ; ha ma na eller quet, stouet d’an daoulin da adori ar Sacramant, ha pedi evit an den clanv.

G. Petra dleer da laret pa zon ar c’hlaz ?