Pajenn:Catechis, 1817.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
Treguer.

justiç da Isidor, hac en pedi da pedi da gontinui e exercico a devotion. Al labourrer santel-màn a santifie e labour dre ar beden, hac a roe d’ar paour ar pez a chome gantàn goude antreteni e briet thac e vap, ep caout aon na vanqse dezàn. Chom a eure clanv, soufr a eure gant ur batiantet admirabl, receo a eure e sacramancho gant ar brassàn devotion, ober a eure scuil daëlo da guement o devoe ar bonheur d’e asista en e agoni. Mervel a reas ar 15 a viz maë 1130. Voar e ve eus arruet un nombr bras a viraclo. Isidor ne vanque deiz da glevet an Oferen. Santifiàn a eure e labour dre ar beden : lequeet evez rac tennàn voarnoc’h hac o manœuvro malediction an env dre ho blasphemo ha loustonio a c’heno.




TREDE INSTRUCTION.

Voar ar pez a dleomp da ober.

Explication a C’hourc’hemeno Doue.


I. QUENTEL.

preparation.

G. Petra dleomp-nîn da ober ?

R. Ar pez so gourc’hemenet gant Doue, ha gant an Ilis.

G. Pet gourc’hemen en deus gred dim-nîn an Autro Doue ?

R. Dec, pere a dle an oll da c’hout.

G. Leret gourc’hemeno Doue ?