R. Un Doue epquen a adori, etc. (en fin ar c’hatechis.)
G. Hac-èn so hini a c’hourc’hemeno Doue impossibl da observi ?
R. Salocroas, nen deus hini, moyenant e c’hraç peini a dleomp da c’houlen dre verito J.C.
G. Нac èn so ret miret oll gourc’hemeno Doue ?
R. Ya, ha mancout da unan a so avoalc’h evit meritout an Ifern.
G. Petra bromet Doue d’ar re a viro e c’hourc’hemeno ?
R. Ar vuez eternel.
G. Na d’ar re o zoro ?
R. Ur malheur eternel.
G. Leret din an abrege a c’hourc’hemeno Doue ?
R. Caret Doue, ha caret an nessàn.
II. QUENTEL.
Voar ar c’henta gourc’hemen.
I. Un Doue epquen a adori, |
G. Petra eo adori Doue ?
R. E c’haneveout hac e henori evel ar mæstr souveræn.
G. Gred un act a Adoration.
R. M’oc’h ador, Doue ma c’hrouer,
M’oc’h ador, Jesus ma Salver ;
C’hui eo ma mæstr ha ma roue,