gant pe sort couraich n’o deus-ii quet soufret an oll dourmancho, ar maro ar c’hruela evit souten ar religion gristen ? Persuadet e voant efa eus e revelation, e divinite, ha penaus n’en deus guir religion nemet-hi. Rac ne c’houlennet digante nemet renonç d’ar religion-se evit pratica un all ; mæs an dud santel-se a anavee on religion santel, hac ar recompanç en deus prometet Doue d’ar re e heulio hac e difenno dre ar maro memes mar deo red ; rаc n’en deus quet a silvidiguez evit ar re a renonço dezi.
Ar merco a divinite a doug ar religion gristen a disq penaus n’en deus nemet Doue a guement en deus gallet he reveli hac he rei d’ar bed. Mysterio ar religion a so incomprenabl ; speret an den n’en deo quet capabl d’o c’himagina. E deverio a so bras, pur ha santel, en quever Doue, on nessàn ha nin on-unan. Oll buissanço an douar hac an ifern ne dint quet bet capabl d’e c’hampech d’en em etablissa. Goad J. С., hini an Ebestel hac ar Verzerien a bep stad, noad ha condition, o deus-hi cimantet. Ar stad presant eus ar Judevien disperset dre oll, a so un test beo eus a divinite ar religion gristen. Fournissa a ra ar Religion divin-se oll ezomo an den, ha proportionet eo da speret an oll. Conservet eo ep chanchamant aboe trivec’h cant vloas. En ur guer, n’en deus netra muyoc’h certen na muyoc’h prouvet evit ar religion gristen. Credomp ha praticomp.
Ar vertu en general a so un donæson digant Doue, peini a ro dimp facilite hac inclination da anaveout ha pratica an deverio eus ar vuez gristen. Ar vertu a religion a so ul lod eus ar vertu a justiç, peini a ra dimp da anaout ar fæ-