eus ar froez difennet, hac a roas d’e friet eus ar froez se. Doue o chasseas eus ar barados terrestr. Ho fec’het o rentas malhurus, hac ho oll bugale ho goude, pere o deus heritet eus ho disobeissanç, ha suito pere eo an ignoranç, ar panchant d’an drouc, inimitie un Doue offancet, an oll infirmiteo eus ar vuez presant, hac an necessite da vervel. Doue couscoude en devoe truez oute ; prometi a eure deze ur Redampteur, e vap unic, peini a arruas pevar mil bloas da neubeuta, goude pec’het hon tad quenta. An dud a deuas d’en em renta mechant ha corrompet. Doue ho c’hastias dre un diluc’h universel ; den na voe espergnet nemet Noë hac e famill, gant an anevalet a voe ordrenet dezàn gant Doue da lacat en arc’h. An dud goude Noë en em rentas adare quen mechant hac ar re a voe beuzet dre an diluc’h universel. Doue oc’h abandonas, hac a choasas Abraham hac e ligne evit bezàn e bobl, peini a voe hanvet Hebreanet, ha d’ar goude, Judevien. Etre daouarn ar bobl se e lesas Doue e lezen, e religion, e bromesseo, e brophetio, hac ober a eure en e faveur un nombr bras a viraclo, ispicial dre Moyses. Non obstant ar graço particulier a accorde Doue d’ar bobl-se, e voe alies mechant hac alies castiet. Anfin Rédampteur ar bed a arruas en amser merquet hac annoncet gant ar prophetet ; quemeret a eure ur c’horf hac un ine en corf ar Verc’hes glorius Vari ; hac an Doue-se groet den eo Jesus-Christ, peini dre e vuez santel, e doctrin, e viraclo, a discas d’an dud petra o deus da ober evit bezàn evurus. Prouvi a eure dre e doctrin hac e viraclo penaus e voa guir map Doue, ha Doue e hunan. Hon prena a
Pajenn:Catechis, 1817.djvu/13
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
Catechis