Pajenn:Catechis, 1817.djvu/130

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
Treguer.

fe habituel eo ar greden eus ar speret dre beini e reomp on c’honsantamant d’ar pez en deus revelet Doue, ha proposet evel revelet gant on mam santel an Ilis. Ar fe actuel eo an acto eus ar fe habituel pere a dleomp da ober alies pe a galon pe a c’heno, ispicial pa recevomp ar sacramancho, pe pa ve attaquet ar fe dre an heretiquet, ar schismatiquet, dre an dentation.

Ar fe, eme sant Paul, eo ar fondamant eus an treo a dleer da esperout, hac ur bersuasion, ur greden ferm eus ar pez na velomp quet. Quement tra a bropos an Ilis evel articl a fe, a dleomp da gredi, pe en comprenomp pe n’en comprenomp quet. Dre exempl, compren a reomp penaus en deus Doue crouet an env hac an douar ; na gomprenomp quet e ve en Doue tri pherson distinct. Credi a reomp couscoude fermamant hac an eil hac e ben eus an diou virionez se ; rac Doue en deus-àn revelet : na ell na trompla na bezàn tromplet ; rac mad, fur ha fidel eo dreist quement a oufemp da imagina. Bezàn on deus evit goarant eus on fe ar Scritur sacr, an dradition, decision an Ilis, accomplissamant ar prophecio, ar miraclo. Sïellet eo gant ar goat precius a J. С, gant goad an Ebestel ha hini an oll verzerien. Credomp eta, pe renonçomp d’ar Barados. An hini, eme on Salver, a vezo badezet hac a gredo, a vezo salvet ; an hini na gredo quet, a vezo condaonet. Ar gourc’hemen eus ar fe, en ur ordren da gridi, a ordren ive divoal, en em preservi ha repoussi quement erreur e deus condaonet an Iiis.

Ar fe a so a necessite a voyen, da laret eo, na eller quet plijout da Doue nac en em sauve-