Pajenn:Catechis, 1817.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
Catechis

taat anez ar fe. Obliget omp da gredi en general an oll articlo a fe, hac en particulier, myster an Dreindet, an Incarnation, on Redamption, ar pez so er Gredo, gourc’hemeno Doue ha re an Ilis ; an nombr, ar galite, an effejo hac ispicial ar Vadiziant, ar Binigen, sacramant an Auter. Ar fe veo eo an hini so soutenet dre on obero ; necesser eo evit on silvidiguez ; hac ar pez a so caus da daonation cals a dud, eo n’o deus nemet ur fe varo. Ar fe varo eo an hini n’en deo quet soutenet dre an œuvro. Da betra e servich credi en christen, mar bever en payen ? N’en deo quet avoalc’h credi a galon, ret eo avoui a c’heno. Dre ar galon, eme sant Paul, e creder evit bezàn justifiet ; dre ar gueno e c’havouer ar fe evit bezàn salvet. Mar en em guevomp etoues an heretiquet, ar schismatiquet, bezomp sonch a gomportamant ar Verzerien : evelte difennomp ha rentomp cont eus on fe. Piou benac, eme on Salver, en defo ma avouet dirac an dud, mên en anzavo dirac ma zad peini so en env ; mæs piou benac am disanzavo dirac an dud, mên a renonço dezàn dirac ma zad peini so en env. Na vezomp quet eta poultron pa ve question da difen on fe.

Ar pec’hejo a enep d’ar fe, eo an ignoranç eus ar religion gristen, hac eus an treo necesser evit en em sauvetaat. Scuillet daëlo voar ar stad eus an dud ignorant, hac instruet aneze. An apostasi, da lavaret eo, renonç d’ar religion, an heresi, ar schism impi, an affection direglet eus ar blijadurezo ha treo ar bed, a so contrel d’ar fe. Pedomp Doue d’on c’honservi eus an erreur ; d’ar berseveranç eo prometet ar gurunen.