Pajenn:Catechis, 1817.djvu/133

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
Catechis

nombr ha d’an enormite eus on pec’hejo ; pa disesperer d’en em gorrigea eus on techo fall, ar pez a discoe on diegui ha calidiguez ar galon er c’hrim, eme sant Paul ; pa vancomp a gonfianç hac a soumission d’ar brovidanç, hac e zomp bepret en doan da vanca eus on necesser. Anfin pec’hi a rer a enep an esperanç pa lequeomp on c’honfianç pe ennomp pe er grouadurien.

Carantez on nessàn.

Ar garantez a so un donæson dre beini e queromp Doue dreist pep tra, abalamour dezàn e-unan, hac on nessàn eveldomp on-unan abalamour da Zoue. Gomset on deus deja a garantez Doue.

Ar pharisianet o c’hout penaus en defoa confondet Jesus ar Saduceanet, en em assamblas evit en surpren. Unan aneze, docteur el lezen, a c’houlennas digant on Salver : Mæstr, peini eo ar gourc’hemen bras eus al lezen ? Jesus a responias : « Caret a refet an Antro o Toue a greis o calon, a greis oc’h ine, eus oc’h oll speret ha ners ». Hennes eo ar gourc’hemen bras hac ar c’hentàn. Chetu aman an eil, peini a so hanval outàn : « Caret a refet o nessàn eveldoc’h oc’h-unan ». En daou gourc’hemen se eo comprenet an oll lezen hac ar pez o deus laret ar prophetet. Impossubl eo caret Doue a nez caret an nessàn ; rac evit caret Doue eo ret observi e c’hourc’hemeno : or ordrenet en deus caret an nessàn. An hini eta, eme sant Yan, a lavar e car Doue, ha ne gar quet e nessàn, a so ur gaouyat. Chetu amàn penaus e coms Sant Paul eus ar garantez.

« Ha pa gomsen evel an dud hac an Ælez,