Pajenn:Catechis, 1817.djvu/135

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
Catechis

den hac an œuvro mad, ur sacrifiç continuel da Doue. Honnez eo ar garantez evidomp on-unan, ar garantez reglet mad ha raportet da Doue. Bezàn so c’hoas un affection all evidomp on unan, peini eo an ourgouil. Hennes so criminel hac ar sourcen a bep sort drouc ; rac ma na vize quet a ourgouil, ne vize ive na pec’het nac ifern. An affection-se, ar garantez fall-se a ra dimp en em garet ep raport da Doue. Evit on diouall eus ar viç-se eo quen alies recommandet dimp en Aviel, renonç dimp on-unân, combati on santimant, en em vortifia, douguen on c’hroas. Heuliomp eta J. C., renonçomp d’on santimancho fall. Greomp alies acto a fe, a garantez, a esperanç, Doue en ordren. Ar pap Beneat pevarzec dre e Vull eus an 28 a viz guenver 1756, en ur gonfirma an indulgeanç plenier en articl ar maro, a accord ar memes indulgeanç evit ar re pere goude bezàn covessaet ha communiet, a recito gant carantez ha devotion an acto se. Ouspen e c’heller gounit ar memes indulgeanç evit an ineo eus ar purgatoar. Evit o gonit, e peder evit ar puissanço christen, fin an erreur hac an heresi, hac exaltation on mam santel an Ilis. N’en deus ças en pessort langaich na form e vezo groetan acto-se.

HISTOAR.

Antiochus a bersecute Pobl-Doue evit ober dezà bezàn idolatr. An den caër Mathatias eus a raç ar Veleyen, en em dennas er guær a Vodin evit goelàn malheur e vro. Antiochus a gassas unan eus e officerien evit contraign habitantet Modin da obeissa d’e urzo ha da sacrifia d’an Idolo. Mathatias a chomas ferm hac a respontas d’an Officer penaus ên,evugale hac e vreu-