tez. Ur maout a voe cavet arretet en mesq an dreiz hac immolet en Plaç Isaac. Chetu a se pe naus en deus caret ar Sænt er lezen ancien memes.
III. QUENTEL.
Voar an eil hac an drede Gourc’hemen.
2. Doue en væn па doui quet па netra all dimeus ar bed.
|
G. Petra difen Doue ouzimp-nîn dre an eil Gourc’hemen, Doue en væn, etc. ?
R. Difen a ra ouzimp ar blasphemo, аr goal leodouet, hac an drouc-pedenno.
G. Petra eo ur blasphem ?
R. Ur goms injurius da Zoue, d’ar Sænt pe d’ar Religion.
G. Petra eo touet Doue ?
R. Quemer Doue da dest.
G. Hac-ên so ur profit bras d’an dud touet Doue ?
R. Salocroas, quent-se attiràn reont voarneze coler an Autro Doue.
G. Hac èn oar ar Vugale ive touet Doue ?
R. Ya, couls hac ar re vras, rac gante e tiscont.
G. Nep en deus touet ober un drouc benac, obliget ê-àn d’e ober ?
R. Salocroas, ober a raffe ur pec’het all.