Pajenn:Catechis, 1817.djvu/138

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
Treguer.


G. Petra eo an imprecation pe drouc pedi ?

R. Souhæti drouc dimp on unan, pe d’ar reall.

G. Pa ve gred vœu da Zoue, obliget oar d’e accomplissàn.

R. Ya, mæs ne dleer quet ober vœuyo re vuàn.

G. Petra gommand Doue dimp-nîn dre an drede Gourc’hemen, Ar Sulio Santel, etc. ?

R. Commandi ra dimp tremen an dezio-se santelamant.

G. Petra so red da ober evit santifiàn ar Sulio ?

R. Servigi Doue, ha lesel ep labourât.

G. Petra eta a dle ur c’hristen da ober an dezio-se ?

R. Bezàn assidu en Offiço divin, frequenti ar sacramancho, pedi Doue, hac ober œuvro mat.

G. Petra leret-u eus ar re a dremen an dezio-se er marc’hajo, er c’hoario, en tavernio ?

R. Christenien fall int, ha profanatourien an dezio santel.

Eus al Le hac ar Blasphem.

Touet pe sermanti eo quemeret Doue da dest eus ar pez a reomp, a leromp pe a brometomp. Ar pez a rer en lies a fæçon : pe dre Doue directamant, pe dre an treo crouet, an Aviel, ar fe, an treo santel, ar Groas, ar Sænt, ar Rele-