Pajenn:Catechis, 1817.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
Treguer.

eure dre e varo er groas ; tri deiz goude e resuscitas ; instrui a res e Ebestel, formi e Ilis, ha sevel en env daou-uguent deiz goude e resurrection. D’ar goude e tigassas ar Speret santel voar an Ebestel, pere a prezegas an Aviel, pe doctrin Jesus-Christ, da guenta d’ar Judevien, ha goude d’ar bed universel. Predication an Ebestel, ho miraclo, ho goad, evel hini un infinite a verzerien, scuillet evit difen ar fe, a gonvertissas ur loden vras eus ar bed, en despet d’an oll arraich eus a boissanço an douar, animet gant Satan evit ampeich ar religion gristen da vezàn etablisset. Ar bobl fidel convertisset dre an Ebestel, ha conduet gant ho successoret, eo an Ilis catholic en peini epquen e quefer ar guir doctrin a J. C., recevet gant an Esquibien, pere so successoret d’an Ebestel, digant pere e deus-hi recevet gant an autorite d’e frezeg d’ar bobl. D’an Esquibien unisset gant hon tad santel ar Pap, en deus confiet Doue ar fe ha reglamant a vuez ar bobl fidel, evel m’er guelfomp d’ar goude.

Catechis.

Catechis a signifi un instruction familier voar doctrin J. C., pe un abrege eus ur memes doctrin hervez he foëncho principala.

Ret eo gout ha pratica an doctrin-se, pe vezàn collet. Gret eta attantion penaus n’en d’eo quet avoalc’h dac’h gont ha pratica ar mad. Instrui ar re ignorant a so un œuvr a drugarez, ha memes a justiç evit cals. Credi, goulen, ober ha receo eo an abrege eus ar c’hatechis. Instruet eta voar ar pes a sel ar fe, ar beden, ar gourc’hemeno, ar sacramancho Jesus-Christ en deus prezeguet publicamant ; instruet ha catechi-