Pajenn:Catechis, 1817.djvu/142

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
Treguer.

Oferen hac en Ofiço divin, nemet ampechet a vezemp pe evidomp on unan, pe dre ur servich a garantez da renta d’on nessàn, pe dre difen on mam santel an Ilis, evel en amser ar schism, an excumunuguen, an interdiction. En amser malhurus-se pedet en communion an Ilis, en em unisset gant e mempro, en em unisset gant J. C. Belec souveræn ha victim assambles. Test eo eus o fe, na vezet quet privet a froez ar sacrifiç. Redoublet o pedenno, bisitet an dud clànv, ar gaptivet, an dud affliget ; reït an aluson d’ar paour, lennet, hac instruet ar re ignorant. Mar deo beo o fe, o carantez ardant, o calon sincer, e quefet peadra da santifia ar Sul hervez bolontez Doue. An necessite, ur c’holl da evita, a bermet labourat da Sul ; n’en groet-àn jamæs ep goulen permission o pasteur, mar deo possubl : rac ar pasteur legitim a so carguet a c’houvernamant an Ilis, non pas gant an dud, mæs gant ar Speret-Santel.

Ar Vœuïo.

Ar Vœu a so ur bromesse groet da Doue gant reflexion, eus un dra peini so mat pe guel evit ar pez a so contrel. Ur resolution simpl n’en deo quet ur vœu. Dre exempl, unan benac a lavaro : resolvet on da yun d’er guener ; quement-se n’en deo quet ur vœu. Mæs mar lavar : prometi a ràn da Doue, ober a ràn vœu da yun d’er guener ; hennes so ur vœu. Piou benac a rafe vœu voar un dra difennet, evel da dansal, da vont d’ar gomedient, d’en em vevi, a ve coupabl a brofanation an hano santel a Doue, eus ur voaperes criminel. Ordinalamant ne rer vœu nemet voar an treo conseillet, evel ar