Pajenn:Catechis, 1817.djvu/146

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
Treguer.


G. Obliget omp eta dre ar bempet Gourc’hemen da garet an oll ?

R. Ya, memes on ennemiet.

G. Petra dleomp nîn da ober en quêver on ennemiet ?

R. Pardoni deze a galon,
Coms oute gant affection ;
Ouspen balamour da Zoue,
Caret hac ober vad deze ;
Lezel ep drouc coms aneze,
Ha pedi Doue evite.

Dever an Tado hac ar Mamo.

Mar ordren Doue d’ar vugale caret, senti ha respecti o zud, ar re-màn o deus ive deverio bras e quêver o bugale. Obliget int da gavet sourci hac eus o c’horf hac eus o c’hine. Eus o c’horf, en ur fournissàn hervez o c’hommodite magadures, guiscamant hac an necessiteo corporel. Ar loenet brutal a ro an exempl voar an dever-se. Eus o c’hine, oc’h instrui aneze pe o lacat oc’h instrui ma ne dint quet capabl da ramplissàn dreize oc’h-unan un dever quen precius. Mæs an tado hac ar mamo a dle lacat evez na deufent en digare elevi hac etablissàn o bugale, da goezàn gante en ifern dre ambition hac avariçdet. Tado ha mamo, mar negliget o teverio a gristenien, mar miret injustamant mado o nessàn evit dastum mado d’o pugale, e c’halumet voar o penn ha hini ar vugale malhurus-se ar c’hlaouen ru a goler un Doue, a beini ar valediction o poursuivo memes er bed màn, o confondi o mado legitim gant ar re drouc acquisitet. О den Doue, eme an abostol, na ret quet quement-se, Consultet al lezen naturel ;