Pajenn:Catechis, 1817.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
Treguer.

a heulio tud insanset, a vezo sot evelte. Speret an den, aboe ma zeo ganet, a so douguet d’an drouc, eme ar Speret-Santel. N’en deo quet eta avoalc’h mezur, instruí, rei exempl vad ; ret co ouspen castia ha corrigea.

Ur buguel lezet ep correction a vezo etourdi ha bavart. Rac-se, eme ar fur Salomon, corriget o puguel ; mar en foetet ne varvo quet. Squei a ret e gorf gant ar foet, ha dilivra a ret e ine eus an ifern. Piou benac a esperng ar voalen a gasti, en deus caz ous e vuguel. An hini en deus carantez evit e vuguel, en em appliq d’en corrigea. N’en deo quet un deneridiguez faus a dle ampech ar gorrection, mæs ret eo e ve just, moderet ha bepret groet en ur speret a douçder hac a garantez. Na vet quet brutal ; Doue peini a ordren corrigea, a difen blessàn, estropiàn, lazàn. Mar deo ret corrigea, n’en groet-àn jamaæs nemet abalamour da Zoue ha da silvidiguez o puguel, gant ræson, ha non pas ep sujet. Doue a gasti an nep a gar, mæs dre affection ; rаc na ell soufr na pec’het nac imperfection er re a gar, hac o c’hastia a ra evit o rentin agreabl dezàn. Dre garantez eta e tleer corrigea ; ha non pas dre humeur pe dre fantasi. Ret eo d ar bunition bezàn just, proportionnel d’ar faut, d’an ners, d’an oad, d’an ententamant eus an hini a gorriger abalamour da Doue. Chetu a-se ar guir garantez evit o pugale. Bevet, instruet, reit exempl vad ha corriget. Da Doue e vezo ret renta cont.

Dever ar Vugale.

Hon tado hac hon mamo o deus ar renq quentàn etoez ar re a dleomp da garet. Ar garantez-se, quentàn devers ur buguel, na sel quet