Pajenn:Catechis, 1817.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
Catechis

set en deus en particulier Philip, Nicodem, Madelen, un den ganet dall, ur bec’heres paour, ar Samaritanez. Ha mæz o pe-hu oc’h ober ar pes en deus gret J. C. ? S. Paul o coms a bredication an Aviel, a lavar penaus eo en em groet oll, voar an oll evit gounit an ineo da Zoue. Ma teuïo eta an eil da sicour eguile, ar re instruet da disqui d’ar re ignorant, hac ar re-màn da guemeret ar boan da disqui. Ar voyen eo da chasseal an erreur hac ar gaou. Peb christen a rai attantion, a c’hanaveo, a garo hac a difenno voar e vuez, mar be ret, ar guirioneo eus hon religion santel.

Eus a Sign ar Groas.

Sign ar Groas a so instituet evit digaç dimp memoar eus ar mysterio principala eus hon religion hac hon fe ; da lavaret eo, myster an Dreindet, an Incarnation hac hon Redamption ; rac invoqui a reomp an Dreindet adorabl dre verito on Salver J. C. incarnet ha maro evidomp voar ar Groas. Ober a reomp sign ar Groas evit rei da c’hout d’an oll penaus e credomp ar mysterio adorabl-se, ha penaus ezomp guir gristenien. Ober a reomp sign ar Groas evit obteni sicour ha benediction Doue dre verito J. C. voar hon oll œuvro, ha principalamant voar an obero eus ar religion ; rac n’en deus evidomp na graç na sicour nemet dre groas J. C. Dleet eo eta ober sign ar Groas, evel m’en grae ar gristenien guenta, pa difuner, pa der da gousquet, pa guemerer dour binniguet, en commançamant al labour hac ar beden, ha pa arru ur spont pe un danger benac.

Sign ar groas a deu dimp eus an Ebestel. An oll gristenien eus a beb amser o deus impliet ar